Accueil • L’oulipien de l’année • Vers à soie •
Ar prenved-seiz
Ar preñved-seiz a hiboud er mouar
ne zrebont ket ar mouar-se gwenn ha blod
leun a sukr ha ne ‘z eont ket da alkol
ar preñved-seiz a zo habask ha blod
a chaok an delioù gant trouz gleb
an dra-se a lak anezho da gousket, met en-dro d’o diouskoaz
e wiadont ur stoubenn ront e zaou benn
gant un neudenn grañch, da c’houde ez eont da gousket dinec’h
En ur zibunin anezhi, tenn a reer un neudenn seiz,
ur sae evid un intron gaer zo graet outi
brao anezhi ivez ha douget gant meurdez
Pa varv an intron, ar seiz zo kaset d’an douar
ganti ha planted zo, war he bez e mis here,
ur vodenn-mouar el lec’h ma hiboud ar preñved-seiz.